Xun Zi

Xun Zi, sinaeg 荀子, pinyin Xún Zĭ, "Mestr Xun" (313 – 238 KJK)[1] a oa ur prederour sinaat konfusian eus Marevezh ar Stadoù Brezelour (475-221 KJK).
En enep da vennozhioù ar prederour konfusian MENG Zi (372-289 KJK) a embanne natur vat an dud e soñje Xun Zi e oa fall an natur-se. Ret eo oa hervezañ kemmañ techoù enganet mab-den dre ar gelennerezh hag al lidoù. Evitañ, reizhañ mab-den e oa pal reolennoù ar vuhezegezh.
En he doare e voe prederouriezh Xun Zi klokoc'h ha kemplezhekoc'h eget hini Meng Zi evit a sell ouzh difenn ar Gonfusianegezh. Pa oa Xun Zi o keveziñ prederourien all e amzer e savas ur reizhiad konfusian diazezet war brederouriezh ar c'helennerezh. Sellet e vez ouzh Meng Zi ha Xun Zi evel ouzh soñjerien veur ar Gonfusianegezh, war-lerc'h Konfusius e-unan evel-just.

  1. zh: 荀子

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search